Tlatoani Taolenn
Roll an dlatoanied vec'hikan |
Notennoù |
Daveoù |
Liammoù diavaez |
Lañser merdeiñTLAHTOANICIHUATLAHTOANIGeriadur an naouatleg klaselGeriadur an Nahouatleg klaselAnv ar fiez-indez e spagnolege gallegMuseo del Templo Mayor: skeudennoù eus nav TlatoaniAn arzh en istor Mec'hiko: Aotrouien vec'hikanMotecuhzoma Xocoyotzín
Pajennoù a implij TimelineTlatoqueKevredigezh aztekTitloù ha kargoù ar renerien amerindianGerioù ha frazennoù Nahouatl
Itzcóatl, delwenn gant Miguel Noreña (XIXvet kantved). Itzcóatl, ar pevare tlatoani, kuzuliet gant Tlacaêtel, a stagas da zeviñ ur bern levrioù da gas da get an istor gwirion eus orin ar bobl vec'hikan.
Tlatoani (diwar an Nahouatleg Tlahtoāni IPA: [tɬaʔtoˈ(w)aːni]; liester : tlahtohqueh, IPA: [tɬaʔˈtoʔkeʔ]) eo ar ger a dalveze da envel rener un altepetl, ur geoded-Stad evel ma oa anezhe kent donedigezh an Europeaned e Kreizamerika. Talvezout a ra ar ger kement ha "prezeger", met gallout a reer treiñ anezhañ evel "roue".[1] Ur cihuatlatoani (IPA: [siwaːtɬaʔtoˈ(w)aːni]) a oa ur renerez, pe rouanez.[2].
An Dlatoanied a oa ar renerien bennañ, gant ur roll en arme evel er relijion. Choazet e vezent e diabarzh an tiegezh a rene er c'hontrol d'ar rouaned a gaved en Europa a zeue da vezañ roue dre hêrezh er memes lignez. Peurliesañ e veze choazet un niz pe ur c'henderv d'an tlaotani. Da gentañ e veze choazet an Dlaotanied gant pennoù familhoù an noblañs ha, diwezhatoc'h, gant ar veleien vras ha kargidi vras ar vro.
An dlatoanied a oa kentañ renerien ar bobl aztek eus 1233 da 1347. Goude se, adalek Acamapichtli, e vezont anvet huēy(i) tlahtoani 'Prezeger bras' a vez troet gant "impalaer" en istoriografiezh. E gwirionez ar renerien ne sellent ket oute evel tlahtohqueh, e-pad ar prantad kent dilennadenn Ācamāpīchtli (1366 - 1376), met evel cuāuhtlahtohqueh (Gouarnourien gwarnizon pe penn arme) [3]) hag evel teōmāmāhqueh (Dougerien Doue) [4]; evel m'er skrivas an istorour Chimalpain, a savas roll klok ar renerien etre 1116 ha 1363 (hep menegiñ Ilancuēitl avat).
Da-heul stagidigezh meur a tlahtohcāyōtl pe "rouantelezh" an eil ouzh eben da goulz brezelioù ha kevredadennoù e oa savet un huey tlahtohcāyōtl pe 'tlahtocayōtl bras' (pe "impalaeriezh") a oa en he fenn un huēy(i) tlahtoāni, troet alies "impalaer", er ster "roue ar rouaned". huēy(i) a dalveze "bras, ledan, uhel" e nahouatleg klasel.
Lazhet e oa an diwezhañ tlatoani aztek dieub, Cuauhtémoc, d'an 8 a viz C'hwevrer 1525 gant ar soudarded spagnol war urzh Hernan Cortes pevar bloaz goude kemeridigezh Mec'hiko-Tenochtitlan.
Goude se e oa anvet ar renerien gant ar Spagnoled.
Taolenn
1Roll an dlatoanied vec'hikan
2Notennoù
3Daveoù
4Liammoù diavaez
Roll an dlatoanied vec'hikan |
Amañ da-heul e vo kavet roll renerien an Azteked a oa o zachenn orin e traoñienn Mec'hiko.
Prantad ren
Anv e nahouatleg
Ster e brezhoneg
1233 - 1272
Tozcuecuextli
Peroked melen hag a vrañsell
1272 - 1299
Huēhueh Huītzilihhuitl
Pluenn kolibri
1299 - 1347
Ilancuēitl
Barlenn ar c'hozhiad
1347 - 1363
Tēnōch
Fiezenn-Indez[5]
Hueyi Tlatoanied
1366 - 1396
Ācamāpīchtli
Boked raoskl
1396 - 1417
Huītzilihhuitl
Pluenn kolibri
1417 - 1427
Chīmalpopōca
Skoed a zivoged
1428 - 1440
Ītzcóātl
Naer maen-gwer
1440 - 1469
Motēuczōmā Ilhuicamīna
Aotrou kounnaret, Gwareger an oabl (Moktezuma Iañ)
1469 - 1481
Āxāyacatl
Maskl dour pe Dremm dour
1481 - 1486
Tīzoc
Gar glañv
1486 - 1502
Āhuitzōtl
Dourgi
1502 - 1520
Motēuczōmā Xocoyotzīn
Aotrou kounnaret, ar yaouankañ (Moktezuma II)
1520 - 1521
Cuitlahuac
(An hini zo) e karg (eus unan bennak, un dra bennak)